Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/234

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

C’houi a so eur fleuren, hag a neus bet produe
Ar freuzen a vue, silvidigez an oll bed.

Gant eur glac’har dibar ; ho calon so bet mantret,
Pa varvas voar ar groas vit efacin ar pec’het.

Dre ar gomz divean a neus bet d’ac’h adreset,
En renq ho pugale, oll gant-han ni so laqet.

O mam dous ha tener, chelaouet hon pedenno,
Beteg calon Jesus prezantet-he en envo.

Acordet d’ar re just bepret ho protecsion,
Evit ar bec’herien, goulenet conversion.

Douget oc’h d’an envo triomfant gant an æle,
Ho tron a so plaset en tu deo da Zoue.

A zaouzec stereden curunet gant an Dreindet,
Ha dreist d’an oll æle, c’houi a so breman zavet.

Goude ho Map Jesus, c’houi so hon oll esperans,
Protejet, difennet, ho rouantelez a Frans.

Resevet, o Mari, resevet hon c’hantico,
Ha gret, beteg an env mac’h ei hon meulodio.

En heur deus hon maro, resevet hon ineo,
Hag evel ar min-toucb, hon tennet oll d’an envo.




CARANTE AR VERC’HES.


Ton : Deut oll, deut bugale.


Deut oll, deut pobl christen, deut da henorîn Mari,