Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/233

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Chelaouet ous hon feden,
Ha bezet hon stereden.
    Ho pet true, etc.

    Gret d’imp reposi
En porzou an envo ;
    Cunduet, Mari,
An divroet d’ho bro.
Eno, eno da james
Ni a veulo ho madelez,

    Hep fin neuse
Ni vo ho pugale.
    Hep fin neuse
Ni vo ho pugale.




GALLOUD AR VERC’HES.


Ton : Eun desir bras a meus.


Unissomp hon moejo asambles gant an æle,
Da henorîn Mari a so guir Vam da Zoue.

discan : O Mam dener, biscoas nam eus clevet
                Ve bet pec’her genac’h abandonet.

En dro d’ho aoterio contemplet ho pugale,
Partout ar bed christen o celebrîn ar mis Mae.

Bugale da Eva, chaseet deus an envo,
Sellet ous hon daero, clevet hon huanado.

Evit ar bed antier graso bras ec’h eus cavet,
Dirag Doue an Tad hag ar Speret biniget.

Eil fersen an Dreindet Jesus-Christ guir vap Doue,
Oc’h eus ganet er bed ’bars ar brasan paourante.