Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/232

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Gueled a red hon miser,
Soulajet-hi, Mam dener,
    Ho pet true
Ouzimp ho pugale
    Ho pet true
Ouzimp ho pugale

    En ho madelez
A leqomp hon fizianç,
    C’houi vo da james
Hon douça esperans ;
Na bermettet qet, Mari,
A deufemp qen da bec’hi.
    Ho pet true, etc.

    Hon enebourien,
Satan, ar c’hiq, ar bed,
    D’ho servijerien
A ra brezel bepret.
Penos galloud ho zrec’bi,
Mar hon dilezet, Mari ?
    Ho pet true, etc.

    N’hon deus aon ebet,
Mari, Guerc’hes fidel,
    Mar hon c’hemeret
Dindan ho tiouesqel ;
Petra rai hon enebour,
Pa deufet c’houi d’hon sicour ?
    Ho pet true, etc.

    Eur mor danjerus
Hon d-eus oll da dreuzi,
    Mam garantezus,
Veillet varnomp, Mari ;