Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/235

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Silao reî ho peden, ha na refuso hini.

disc. Mari beset bepret meulet ha gand an oll caret.

Mar desiret graso, aman e man an tensor,
Hag enpad ar miz mae a veso bepret digor.

Gant eun doctor zantel a so d’an oll lavaret
A nep hi invoqo na vezo james collet.

N’eo qet n’em gontantet da vean sacrifiet
He Map voar ar c’halvar da efasin ar pec’het.

Dre pevar c’horn ar bed, en peb bro, en peb amser,
Ac’h eo bet diredet evit sicour ar pec’her.

M’hi goel voar an aoter, leun a c’hras, a garante,
O c’hortos ar pec’her ’vit hen distrein ous Doue.

Pec’herien obstinet ha caledet er viso,
Dre he c’hras so breman sænt bras ebars an Envo.

Mar eo qen favorabl bars an andret ar pec’her,
Petra na vezo qet evit he bugale ger !

Nep em c’har, e mezi, a dra zur, me ben caro
Evurus an hini a silaou ma c’homjo.

0 Mam a esperans, hag ive a garante
Deus a brudans santel ha deus a zonjans Doue.

Evit ma bugale, ma servijourien fidel
Ma c’homjo, ma graso so douzoc’h ’vit ar mel.

Nep a bec’h em enep so miliget gant Doue,
Ha gant eun toll mortel a neus bleset he ine.

Gant ho c’homjo impi ha gant ho goal blasfemo
O deus bet dispriset m’hano, ma breuriezo.