Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
Dreist d’ar groage,
C’houi a vezo bepret biniget ;
Dreist d’ar groage,
C’houi so huellaët en êe.
Doue a so genac’h-hu bepret,
Dre ar bed c’houi a vezo meulet,
Dreist d’ar groage.
Ho Map Jesus
A vo ive bepret biniget,
Ho Map Jesus ;
Frouez deus ho costez glorius,
Hoc’h eus consevet, hoc’h eus ganet
Hep tach nag hep offanç d’ho cuerc’hdet
Ho Map Jesus.
Santes Mari,
Hon mam, ha mam ive da Zoue,
Santes Mari,
Pedet hon Aotrou ’vidomp-ni ;
Pedet evidomp hed hon bue,
Pedet en heur hon maro ive,
Santes Mari.
PEDEN D’AR VERC’HES.
Mari, Mam Doue,
Hag ive hon hini,
Mam a garante
Ni deu c’hoas d’ho pedi.