Ha me’m eus respontet : ma choas a so dija gret,
Ar bed so eun trompler, faos eo he oll vadou :
C’houi, Mari, a ro d’imp mui c’hoas ’vit na bromettet ;
C’houi souten ar bed-ma, c’houi gundu d’an envou.
Obtenet d’in, Mari, pardon deus ma fec’hejou,
Goulennet evidon guir garantez Doue,
Accordet d’am ine lod dimeus ho vertuziou ;
Rac hennez eo an hend am c’hunduo d’an êe.
Hen goûd a ret, Guerc’hes, ar vue-ma so poanius,
Gant reson he hanver eun draouien a zaërou ;
C’houi gonsol hon ine, Mari, mam garantezus,
C’houi souten ac’hanomp, c’houi gundu d’an envou.
Hen goûd a ret, ar bed a so eur mor danjerus,
Cals a veachourien goll enni ho bue ;
Oh ! dirijet ma bag ’n eur passaj qen horrerus :
Stereden deus ar mor, ma c’hunduet d’an êe.
Guerc’hes Vari,
Me ho salud gant guir garante
Guerc’hes Vari,
Ma bonheur eo hoc’h enori.
C’houi so leun a c’hraç dirac Doue,
C’houi so puroc’h evid an æle
Guerc’hes Vari.