Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/222

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur gudenn zo bet e-ser reizhañ ar bajenn


…ion mis Mari, nevez etablisset,
… so anavezet en pevar c’horn ar bed :
… a so poaniou, en pep lech ezomou,
…, ’vit pep den, Mari ’neus tensoriou.

Ouspen an induljançou a accord an Ilis
D'ar re gand devocion, Guerc’hes, a ra ho mis,
Graçou all particulier, ac’h ellomp da obten ;
Er mis-ma en em blijet ous ho scuil var hon fen.

Mari a deu d’hon gortos bemde var an aoter,
Digor ac’h eo he divrec’h evit hon digemer,
Gant eul lagad a druez a seblant hon sellet,
Hag a c’hraçou evidomp he daouarn so carget.

Ar pec’her, dre he sicour, en defo he bardon
Hag ar peoc’h a disqenno en goeled he galon ;
D’an den just a raï graçou ha vertuziou neve,
Petre a deui da gaërad he gurunen en êe.

Deut eta gant confianç ous treid ho rouanes,
Cresqet ho tevocion e qever ar Verc’hes,
Ispicial ma vezo santeloc’h ho pue,
Hennez eo ar guir feçon d’ober ervad mis Maë.

An amser-ma mui-ous-mui d’ar pec’het hon douge,
Enep d’împ gant an ifern ar c’hic en em gleve ;
Aboue ma’z ev consacret da Vam Zalver an den,
Mar g-eo brassoc’h ar brezel, brassoc’h eo hon souten.

Me a seblant d’in clevet Satan gant blasfemou
O crial hag o iudal deus a greis ar flammou :
« Mari eta, Mari c’hoas a salvo ar pec’her,
» Dindan he frotection ez a c’hoas d’hen qemer.