Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/223

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

» Beza’m oa servijerien d’alc’het em chadenou
» Ha pere a c’hortosen ama ’bars er flammou ;
» Mes eur beden da Vari a galon o d-eus groet
» Hag hi dimeus ma divrec’h a ’neus-he diframet. »

Guerc’hes, distrujet he rên, he c’halloud ’bars er bed,
Bruzunet bepret he ben d’ar serpant miliget :
Bet sonj penos ho Jesus ’neur vervel var ar groas
Dre sant Ian, d’ar gristenien, evit Mam ho roas.

Beza vefomp exposet epad ar vuez-ma ;
O Guerc’hes oll-galloudec, deut d’hon assista,
Ha, pa blijo gant Doue deus ar bed hon gervel,
Etre hon æl-mad ha c’houi a desiromp mervel.




ALIAN E RA MARI AR PEC’HER


DA ZISTREIN OUS DOUE.


Ton : Reviens, pécheur.


Pec’her dallet gant follenteziou ar bed,
Siouas ! aboue qement a vloavezio,
Sonj eo var bord an ifern oud cousqet,
A-uz d’az pen savet falc’h ar maro.

Pegen lies coleret dre ta grimou,
Dorn ta Zoue a ie d’az punissa,
Hag an ifern, gant he dan, he dourmanchou,
Da zigeri souden ’vit da lonqa.

Mari a’n eus distroët taol he goler ;
Mari, ’vidoud bepred mam a druez,