Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
5.
Nîn a offr d’ac’h ar salud-man
Ha na zeut qet d’hen disprizan.
Mes sellet ouzimp a drue,
Ha bet sonj c’homp ho pugale.
6.
Sicouret ar re so coeet,
D’enem zevel deus ho fec’het
Ho custum eo dont da sicour
Ho pugel ous he adversour.
7.
Obtenet d’împ digant Jesus
Ar graso meurbet precius,
Nesesser int en amzer-man
Evit antren en gras gant-hant.
8.
Ha goude bean resevet
Ar pardon a neus prometet,
Bevan er rest deus hon bue
En he doujans, n’he garante.
DIGOR DEUZ A VIZ MARI.
Ni ho salud a galon, mis Maë, mis biniget
Pehini a doug hano hon mam muia caret !
Gant joa ni a redo c’hoas ous treid he aoteriou,
Da gana he madelez, d’offr dei hon fedennou.