Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/220

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


4.

Pedet, Mam zantel da Zoue,
Evidomp oll he vajeste,
Ma vefomp dign deus ar graso
A bromet Jesus hon Otro.




ANGELUS.


Voar an ton : Guerc’hes Vari.


1.

Guerc’hes Vari, c’houi p’hini so
An alc’hoe voar dor an envo,
Stereden an dud voar ar mor,
Mam da Jesus hon Redemptor.

2.

Ar bed oll ac’h eus recouret
O vezan bet Jesus ganet ;
Ganet ec’h eus hon esperans,
Hon c’harante, hon oll fians.

3.

Qent evit ma c’hanjoc’h Jesus,
C’hui oa Guerc’hes caranteus,
Ha goude hen bean ganet
C’houi so Mam ha Guerc’hes bepret.

4.

Goejal e oejoc’h evellen
Zaludet en ho sellulen,
A beurs Doue gant an Arc’hæl
E oa he c’hano Gabriel.