Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/219

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Prest deus an envo,
Ha Mari n’hom zraouien,
Goncev hon Otro.
 
Ora pro nobis, sancta Dei genitrix.
Deut, ô Mam dener,
Deut d’hon c’honsolîn,
Soulajet ar pec’her,
Dont era d’ho pedîn. ’

Oremus. Gratiam tuam quæsumus.




ANGELUS.


Ton : Eun Arc’hæl


1.

Eun Arc’hæl, a beurs an Otro,
A zisqennas deus an envo
D’anons da Vari ’oa choazet
Evit Mam da Zalver ar bed.

2.

Hag e respontas ar Verc’hes,
Da Zoue, c’houn servijerez,
Da vo groet eta em andret,
Herve mac’h eus d’hîn annoncet.

3.

Neuse e consev eur bugel,
Dre vertu ar Speret-Santel ;
Hag ar Verb enem incarnet,
En toez an dud a neus bevet.