GOUDE AR GOMUNION.
Ho ma Jesus mad ha meurbet dous ! Chetu me aman stouet d’an daoulin dirazoc’h, ho pedîn hag ho supliant e ran gant ar muian ma ellan a devosion, ma plijo genac’h laqat, doun em c’halon, santimancho ardant a fe, a esperans hag a garante, eur guir geun deus ma fec’hejo, hag ar volante ar muian crenv da enem gorijan a n’heze ; qeit a ma consideran en oun mac’h-unan, ha ma contemplan a speret ho pemp gouli, gant eur galon meurbet tenereet ha glac’haret, o oelet dirag ma daoulagat acompliset ar pes a lavare goezal ar profet David : toulet a deus ma daouarn ha ma zreid, ha contet ma oll esqern.
(Hon Tad Santel ar Pap PI VII a neus acordet eun induljans plenier ha delivrans eun ine deus ar purgatoar, evit hi laret dirag eur c’hrusifi, goude bean comuniet.)