Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PEDEN D’AR VERCHES VARI.


Ho ma Mestres ! ho ma Mam ! Me enem offr d’ac’h hag evit reîn d’ac’h eur merq deus ma devosion, e consacran d’ac’h, hîrie ma daoulagat, ma diou scouarn, ma geno, ma c’halon, me oll.

Pa eo guir ec’h oun d’ac’h, ho Mam vad ! Ma miret, ma difennet evel ar pes a aparchant ousac’h, hag a so oll en ho servij.


(Hon Tad Santel ar Pap PI IX a neus acordet eun induljans a gant dez qen lies goej hi lerer, hag eun induljans plenier ar miz pa hi lerer bemdez.)


————


PEDEN VER EN TENTASIONO.


Ho ma Mestres ! ho ma Mam ! bezet sonj ec’h oun dac’h, ma miret, ma difennet evel ar pes a aparchant ousac’h, hag a so oll en ho servij.


(Eun induljans a daou-ugent dez qen lies goej hi lerer.)