Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/214

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet




PEDEN SANT BERNARD


d’ar verc’hes.


Bezet sonj, o Guerc’hes Vari, leun a garante ! Bezet sonj penos na neus biscoas den clevet laret a ve bet abandonet an hini pehini neus bet recours d’ho protecsion, galvet ac’hanoc’h d’hen sicour, goulenet hoc’h asistans : leun deus eun hevelep fians, Guerc’hes ar guerc’heset, hag hon Mam, am eus recours d’ac’h, e teuan d’ho caout, hag enem dolan d’ho treid, oc’h irvoudîn dindan ar bec’h poner deus ma fec’hejo ; ho ! Mam Jesus, na dispriset qet ma feden, mes silaouet-hi gand madelez, hag acordet d’hîn ma mennat. — Evel-se bezet groet.

(Hon Tad Santel ar Pap PI IX a neus acordet eun induljans a dri c’hant dez qen lies goej e lerer ar beden-man, hag eun induljans plenier ar miz pa hi lerer eur voej bemdez.)