Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PEDEN DA JESUS


EVIT AR RE A SO EN HO FASION.


>O<


Ho ! Jesus, leun a drue hag a garante evit an ineo ! Me ho supli dre basion ho calon meurbet sacr, ha dre anqen ho Mam didach, goalc’het gant ho coad ar bec’herien deus ar bed oll, pere a so breman en ho fasion, hag a dle mervel hirie. Evel-se bezet groet.

V. Calon Jesus, c’houi pehini a so bet en ho pasion, bezet true ous ar re a so o vervel.

R. Evel-se bezet groet.


(Hon Tad Santel ar Pap PI IX a neus acordet eun induljans a gant dez qen lies goej hi lerer, hag eun induljans plenier ar miz, pe hi lerer d’an neubeutan ter goej bemdez.)


————