he heurio divean, a retorn buan d’hen caad ; hen pedin a ra c’hoas da nonpas disprisan ar c’hras a brezant Doue de-han en he visericord, hag evel na re van ebet deus madeles Doue en qenver ar pec’her, a comansas da goms de-han deus ar poanio euzus ha spontus pere a so ous hen gortos. Felix scouis ous hen clevet, a esa sevel hag e lar : « Enem dennet, otro person, ma oelin c’hoas an dez eur voech qent mervel. » Evel disesperet, ar person enem doll voar he daoulin hag a lar, ous enem adressin da Vari : « O c’houi pehini a so refuj ar bec’herien baour, ha lesel a refeet da berisan ha da enem goll ar pec’her-man evit pehini a neus bet pedet qen lies a ine devot : o ! nan, Mam ar goelan. O nan ! ho pugel eo, na vezo qet collet ! petra a deufe an hano-ze dre behini a enem blijet da vean galvet, Refuj ar bec’herien, mar dileset ar pec’her-man goude ma eo bet qen recomandet d’ac’h ? Refuj ar bec’herien, pedet evidomp-nîn, pec’herien, breman hag en heur deus hon maro ! »
Aboan oa de-han bean achuet he beden,