ma oa silaoet gant an Hini pehini na ve james pedet en ven. Tostaat e ra da voele ar c’hlanvour ; o pebeus chanchamant ! He zaoulagad a so leun a daero, esa e ra coms, mes stonqet eo. Erfin, he galon a denera hag a digor ; ha neuse en eur hirvoudîn hag en eur voelan a lar : « O ! ia, otro person, ia, c’hoant am eus, ia, a greis ma c’halon, c’hoant am eus da goves. » Ar person a vriata ar bugel prodig, a vesq he daero gant he re hag hen covesa : pa nefoa achu, Felix a lare d’ar re oa prezant, ebars en eun transport a joausdet : « Nan, nan, nan oun qen ar memeus hini. Na neus qet pell e oan dan droug speret, breman ec’h oun da Zoue ! Pegement ec’h oun contant ! Pegement ec’h oun evurus ! Nam eus qen desir nemet da receo ma Doue qent mervel. Mez penos esperout eun hevelep gras, me pehini a so bet qen bras pec’her ! Er memeus momet, o oelet ous troad he voele, unan deus he vreuder pehini, evelt-han, a nefoa dilezet Doue hag ar relijion, ar c’hlanvour a sav hag en eur zerîn he dorn, a lar gant eur voez spontus : « Den impi, ma c’houvefes pegen dous eo distreîn ous
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/211
Neuz