Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/209

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

christen, hag a nefoa bet en he ioanqis eun discadures vad, mes evel ma nefoa tremenet eun nebeut mad a vloavejo er jervij, a nefoa dilezet ar pratiq deus ar relijion, hag a nefoa zunet meur a voal gentel hag a fals creden. He berson, oc’h anaveout he glenvet hag he stad, ec’h a alies d’hen goelet evit discoeîn an interest a nefoa evit-han, mes hep coms de-han deus ar govision, rag gout a re na vanqe qet mont re vuan gant-han voar ar poent-se : couscoude o oelet penos ar c’hlenvet a gresqe, ha penos na nefoa qet amser da goll, ec’h a c’hoas d’hen goelet, ha gant douster hen ped da laqet urs en he gonsians dre ar govision. Felix a respont d’he berson : « Penos biqen na govesaje ; penos a ouie petra a nefoa da ober, ha penos, goude tout, na nefoa netra a gement hen jene. »

Ar person a delc’h bepret da vont d’hen goelet, d’hen pedîn, d’hen suplian, mes Felix a chome obstinet hag aheurtet.

O oelet na oa qen esperans nemet en Refuj ar bec’herien, ar person a recomand ar c’hlanvour da bedenno Arc’h-Breuriez ar Verc’hes, hag o clevet penos Felix oa en