sant Miqæl hag an æle pere a so en he servij evit reseo an divean huanaden deus ar re pere a so bet, en pad ho bue, enem recomandet da eur Vam qen mad ha qen truezus. »
O maro presius deus eur c’hristen pehini a dremen entre diou vrec’h Mari he Vam ! Eun hevelep maro a so ous hon gortos mar e meump c’hoant. Ia, ha pa vemp hirie c’hoas ebars en abîm deus ar pec’het, Mari na refuso qet dimp he sicour, mar hen goulenomp. N’eo qet hep reson a toug an hano a Refuj ar bec’herien ; ha mar meump, en guirione, an desir, ar volonte da distrein ous Doue, Mari a asteno he dorn dimp, hon sicourou, hon rento en gras, hag a vezo hon difen, hag hon c’honsolasion en hon heur divean.
Er bloa 1844, eun den ioanq c’hanvet Felix, deus a escopti Luson, a goe clanv. Felix a aparchante ous qerent meurbet