Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/207

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


En heur deus hon maro deus pehini na anaveomp nag an amser nag ar plas, nag ar feson, nîn ho ped, Mari, na deut qet d’hon dilesel ; na bermetet qet a teufe an heur-ze d’hon soupren er stad deus ar pec’het ; asistet ha soutenet ec’hanomp er gombat divean ; groet ma teufomp da vervel entre ho tiou vrec’h, en eur bronons ho c’hano zantel ; an hano-ze qen leun a ners, a gonsolasion, hag a esperans. O ! er momet-se, dreistoll, discoeet ec’h oc’h hon Mam ; bezet evidomp an deneridigez deus eur vam en qenver he bugale en poent ar maro.

Goulenomp eta alies protecsion ha pedenno Mari, evit hon heur divean. « Mar memp, e me zant Anton, Mari evidomp er momet-se, petra a m’omp-nin da doujan ? Piou a vezo enep dimp ? Piou a savo dez ar varn, enep eun ine deus pehini Mari a nefo qemeret an difen ? — Mari, e me sant Jerom, na ninj qet hepqen evit sicour he servijourien en heur deus ho maro, mes c’hoas monet e ra d’ho diarben evit ho reseo, hag ho fresantin dirag tribunal ho barner. — Ouspen, e me eun doctor zantel, Mari a digas an Arc’hæl