Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/190

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 189 —

dehan medalen ar Verc’hes, ous hen pedîn d’he dougen : en ober a ra evit plijout de-he : he glenvet a oasae bemde. An Arc’h-escop deus a Dour ec’h a alies evit reîn de-han ar zicouriou deus ar relijion, mes bep goech ar c’hlanvour a refus d’hen goelet. He gerent hag he vingnonet a esa ober de-han compren he alio christen, mes inutil eo de-he ; ar jeneral na respont d’ho merco a uir garante nemet dre he goler, he vlasfemo, ha dre he gomjo a disesper. Sulvu ma sante a tostae d’he fin divean, sulvu ec’h antree en fulor, qen ma roas d’he vugale ha d’he servijourien urs da serîn he dor ous qement hini a c’hoantaje coms dehan deus a govizion. Er stad-man oa ar c’hlanvour, pa oe recomandet da bedenno Arc’h-Breuriez ar Verc’hes en Paris. Er sadorn, ar bempet voarn’ugent deus a viz mae er bloa 1839, an otro Desjenett, arog laret an ofern evel mac’h eo he gustum bep sadorn, evit obten, dre intersesion Mari, distro ar bec’herien, a recomandas en particulier da bedenno ar mempro presant, eun den deus ar bed, eur pec’her a bel deus a Baris, pehini oa en he heur divean, ha pe-