Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/189

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 188 —

en qenver he bugale ; dre-hi, Doue a scuil e voar ar re-man he c’hraso hag he venedicsiono.

Mar desiromp eta bean guir vugale da Vari, beomp evit-hi eur garante dener, eur gonfians hep muzur, hag eur respet ar brasan.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, pajen 423.)


Eur jeneral pehini a nefoa groet an oll brezeillo deus ar revolusion, den a speret ha meurbet habil, a nefoa bet en he vugaleach, a beurs he gerent, eun discadures christen ; mes antreet er servich, er bloa 1793, a teuas en ber amser da vougan pep santimant a relijion, ha da c’heuil an dizurs a rene en toez ar soudardet. En pep ocasion e voapae ar relijion hag an treo ar muian zantel. Aboe eun neubeud a vloavejo e chome en departamant Indr-ha-Loir, en pelec’h oa he vado, pa deuas er bloa 1838, da goean clanv deus eur c’hlenvet a beutrin. Mingnonet pere a nefoa en Paris a digasas