hini a nefoa refuset ar sicourio deus ar relijion, mes penos he silvidigez oa c’hoas asuret mar deujen da bedîn evit-han.
Pedîn ha communian a rer en he intansion : er memeus amser, ar jeneral pehini beteg neuse oa en eun transport a fulor hag a disesper, a deu en eun toll da venel cousqet deus eur c’housq a beuc’h. O oelet qement-man, he gerent hag he vingnonet a so estonet. A ben eun heur anter a tifun, hag e oa clevet o pedîn gant eur voez dous ha tener ; pedîn a re evit pep hini deus he vugale, ha goulen a re evit-he benedicsiono an env : pa nefoa achu, he vreur pehini oa bet er brezel gant-han, goude bean discoeet de-han he blijadur o oelet he zantimancho mad, hen angaj da bedîn Doue ive evit-han ec’hunan, rag marteze na nefoa qen nemet tri pe bevar dez da vevan. — Ar jeneral a c’houl bean coveseet ractal hag a c’houlen he berson. Covesaat e ra, discoeîn a ra ar glac’har ar brasan, goulen e ra, dirag an oll, pardon deus ar scandal a nefoa roet dre he disprisans evit ar relijion, reseo a ra ar sacramancho divean gant santimancho a fe hag a devosion. Adaleg neuse, e teu da