groet deus he fosubl eur gurunen gant fleurio, ec’h eas d’he fosin voar he fen, en eur lavaret : « Caret e mije, ô ma Mam, plasan voar ho pen, eur gurunen composet gant aor hag gant meinn presius, mes dre ma hon paour, plijet receo digan n’hin ar gurunen dister-man a fleurio, ha recevet-hi evel eur merq deus ar garante e meus evidoc’h. »
He devosion evit Mari na daleas qet da gaout he recompans. Ar vesaeres-man a goe clanv, ha clanv fall : er memeus amser e c’hoarveas da daou relijius tremen dre ar c’hartier-ze ; hag evit disquisan enem aretjont d’indan eur voeen. Unan a neze a vanas cousqet hag he gile difun ; mes ho daou e oeljont er memeus amser o tremen merc’het en guen hag en ho mesq unan caeroc’h evit ar re all. — Piou oc’hu e c’houlennas ar relijius digant c’ho-man ha pelec’h ec’h etu evel-se ? — Me so Mam da Zoue hag ec’h an dan ti tostan evit bisitan eur vesaeres paour pehini a so clanv ha pehini, qeit ha ma deus gallet, a so bet alies o rentan visit d’hin ebars ma chapell.
Aboan oa dezi bean respontet, ma tispa-