Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/18

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 17 —

pehini, he map a nefe enem groet prisonier en pad ugent vloa, pegen bras estim hag a garante na defe-hi qet evit ar servijer, dre ar sonj penos he map a neus bet avoalc’h a vadeles da enem livran d’ar boan evit hen prenan ? Comprenet eta neuse, mar c’hellet, pegement a garante hag a estim na neus qet Mari evidomp, pa sonj penos ni he servijourien, ni pere e oamp en esclavaj a so bet prenet gant he map, non pas hepqen dre ugent vloa a boanio, mes dre tri ha tregont vloa a soufranso ha dre eur maro ar muian cruel.


EXEMPL.


An Tad Auriemma a lavar penos eur vesaeres deved e deoa qement a devosion evit ar Verc’hes ma laqee ec’h oll flijadur da vonet voar eur mene pihini e oa en esamant dezi, ha voar pehini oa eur chapell da Vari, evit eno he fedin qeit ha ma vije he deved o peurin tro-voar-dro. O considerin penos portret ar Verc’hes oa hep ornamant, ar plac’h devot-man enem laqeas da ober eur guiscamant da Vari, hag eun de, goude bean