Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/17

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 16 —

voar he gerent ; he gomjo a so comjo sacr, james na vent ancoeet, bepret e dleont bean rempliset. Ho ! pegement comjo divoean hon Salver na rejont-hi qet impresion voar Mari ? Pegen bras carante evidomp n’imprimjont-hi qet en he c’halon ?

Bugale ec’h omp eta da Vari, ha bugale c’hoas muioc’h caret dre m’ac’h omp coustet de-hi muioc’h a boan. Eur vam a gar bepret mui ar vugale gant pere e deus bet mui a boan. Ni a so ar vugale-ze gant pere Mari a neus soufret poanio estranj meurbed.

Evit rein dimp ar vue, Mari so bet oblijet da asantin da sacrifis he Map, d’hen goelet o vervel ebars an tourmancho ar muian anqenius. Bean ac’h omp eta bugale ger da Vari pa eo guir a deus lezet he Map da scuil he oad evit hon goalc’hin deus hon fec’hejo ha da rein dimp dre he varo ar vue pehini a moamp collet.

Erfin, ar pes a doug c’hoas Mari d’hon c’haret eo abalamour ma compren ar pes ac’h omp coustet d’he Map, goud a ra penos ec’h omp ar bris deus he oad ha deus he soufranso. Mar c’hoarvefe da eur vam goelet eur servijer, evit ranson ha delivrans