risas. Neuse an daou relijius ec’h ejont evit goelet ar baoures clanv, hag he c’haout e rejont en eun ti dister voar eun tamic plous. Pe oant oc’h antren, hon-man a lavaras deze : Pedet, ma breudeur, evit ma reîn Doue d’ac’h gouelet ar re e so en dro d’hin. Neuse enom leqejont voar ho daoulin hag e oeljont Mari pehini a douge en he dorn eur gaer a gurunen ; hag en pad ma console ar glanvoures, ar verc’heset all a gane. En qeit-se ar vesaeres a varo. Mari a laca ar gurunen voar he fen hag a reseo hec’h ine evit monet d’an env.
O Guerc’hes, leun a garante evidomp, ni ive a meump c’hoant d’ho caret. Mes na bermetet qet a ve ar vugale qen disc’hanval ous ho Mam. C’houi a so pur, ni a so souillet : c’houi a so humbl, ni a so superb hag orgouillus : c’houi a so santel, ni a so carget a bec’hejo. O Guerc’hes, pa eo guir hon c’haret, groet ma vefomp beteg eur serten poent hanval ousoc’h : hag evit-se chanjet hon c’halono hag ho rentet ding deus ho