Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/188

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 187 —

sicour ; hag evel ma eo qen bras he gallout evel he c’harante, ac’h ellomp cavet confians da obten, dre he sicour, an oll graso.

Mes mar eo Mari hon Mam, hag hon Mam madelezuz, dre an dever deus hon hanoudeges vad, a dleomp caout evit-hi eur garante guirion ha tener. Ar garante eo ar c’hentan zantimant e sav en calon eur bugel, tridal e ra he galon pa oel he vam, enem doll e ra entre he diou vrec’h ; eno e man he oll blijadur ; enem stardan a ra ous he c’halon, enem difen e ra pa c’hoantaer hen lemel digant-hi.

Eur bugel na c’hortos sicour nemet a beurs he vam ; he fians en-hi a so hep muzur. En he boanio, en he ezomo, en he danjerio, bepret a tro he daoulagat d’he c’haad. Neus fors petra e ra de-han aon, mar gall enem daol entre diou vrec’h he vam, enem gav dirisq ha dizourzi : credi e ra penos na all den noazout de-han pa ve dindan protecsion he vam.

En qualite a vugale, a dleomp, ouspen da Vari, ar respet ar muian bras. Eur vam en he zieges a so henoret deus eun henor partiqulier. Hi a dalc’h plas Doue memeus,