Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/187

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 186 —

mes en guirione, rag bean e deus evidomp an oll garante, an oll soursi deus eur vam ar goellan, mes en eun degre dreist muzur. Piou ec’h all compren carante eur mam evit eur bugel pehini a deus laqet er bed ? Laret carante eur vam, a so laret ar garante ar muian guirion, ar muian crenv, ar muian padus. Piou ac’h all anaveout an oll aqet, an oll soing, an oll boan, an oll deneridiges deus eur vam evit he bugel ? Ma na all den hoc’h anaveout erfad, piou ec’h allou biqen compren oll garante Mari en hon c’henver. Oh ! ha pa ve, eme sant Ligori, dastumet ha juntet an oll garante deus an oll vamo evit ho bugale, ar garante-ze neus fors pegen bras ac’h eller d’hen sonjal, neo qet da vean tostaat ous teneridiges Mari en qenver eun ine hepqen. Mari, eme sant Bernard, a digor d’an oll he c’halon leun a drue : hon c’haret a ra en despet d’hon fec’hejo, ha pa vemp carget a falagries, ha pa vemp ar brasan torfetourien, he galvîn a ellomp hon Mam, mar meup ar guir santimant da enem disober deus hon goal decho. Sulvu eo bras hon esomo, sulvu e deus true ouzimp, ha sul buanoc’h e teu d’hon