N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EISVET DEVEZ VOARN’UGENT.
Sancta Maria, Mater Dei.
Mari en eur gonseo hag en eur c’henel ar Verb, an eil ferson deus an Dreindet, a neus bet aqisitet eur galite pehini neo bet acordet nemet de-hi hepqen en toez an oll grouadurien. Eun den a fals creden, Nestorius, o vean eseet nac’h ous Mari ar galite burzudus a Vam da Zoue, oa condaonet gant an Ilis ebars ar c’honsil deus a Ephez, er bloa 431. Ouspen ma eo Mam da Zoue, Mari a so Mam dimp oll ; hag an Ilis a doug ec’h hanomp da reîn de-hi an hano a Vam, evel an hini ar muian agreabl evit-hi, hag an hini ar muian dous ha tener evidomp. Mari a so hon Mam, nonpas hepqen a hano,