Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/185

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 184 —

nag hen cas gant-he ; er c’hontrel, an den ioanq-man a lar de-han ec’h unan : « Arc’hoas e man meurs ar lard : c’hennes a so eun dez pehini am eus, aboe cals a vloavejo, profanet dre an euzusan crimo, hag en reparasion, em eus c’hoant d’hen reîn da Doue dre ar binijen, arc’hoas memeus ec’h în da gomans ma c’hovision. »

Fidel eo d’ar pes a neus laret, rag da diou heur goude creis-dez, oa en qichen eur govision, resolvet mad da c’hortos renq, memeus beteg noz. Goude bean bet unanet gant Doue dre ar govision, e viras gant soing ar gontantamant pehini na nefoa qet bet c’hoas biscoas tanvaad he galon.


PEDEN.


Jesus, hano sacr hag adorabl, dirag pehini a deu da blegan ha da enem izelaat qement a so en env ha voar an douar ; hano oll galloudus pehini a doug gant-han ar c’hras hag ar silvidigez, c’houi a vezo bepret ma c’harante ha ma esperans. Da deuio an hano zantel-man, stag eus an hano dous a Vari, da chom evit biqen scrînvet don em c’halon !