Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/176

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 175 —

unan, ec’h a da enem goll dre an disesper ; astenet eta d’hin, me ho ped, eun dorn charitabl, ha na deuet qet d’am dilezel. » Goude ma nefoa discoeet d’hîn ar c’hlenvejo, ar goulio deus he ine, e laqeis ioul voar ne-he dre ar motivo a gonsolasion a bresant ar relijion d’ar pec’her glac’haret, ha goude bean groet disqen en he galon ar fians en misericord Doue, ar bugel prodig-man a enem doll voar he daoulin, a ra eur govision deus he disurjo hag a deu da gaat ar peuc’h-se a galon pehini na nefoa qet tanvaat aboe qeit a amser. Adaleg neuse, a teuas da vean eun den a beden hag a scoer vad ; goelet e vije bemdez en ilis, ha da veure ha da noz ; he oll blijadur oa enem antretenin gant Doue pehini a nefoa bet qen pell ancoeet ha dileset. Erfin, en dez ma nefoe ar boneur da gomunian e laras d’hîn : « Netra em dalc’h pelloc’h en Paris ; groet am eus ma oll aferio ; couscoude c’hoant am eus da dremen aman eun neubeut a amser ; aman na depentan dious den, aman ec’h allan eset enem gustumîn da vevan ebars er pratiq deus ar relijion. »