Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —


Chom e ra en efet eur bloa en Paris, ha crenvaat dre an exersiso deus eur vue zantel, ec’h a d’he vro, en pelec’h a repar he disurjo dre eur vue reglet mad ha christen.


PEDEN.


O Mari, da vezo adoret ha meulet da james ar Freuz biniget ac’h eus douget, ha ma deuio ive ho protecsion d’ober dimp caout lod er graso pere a neus digaset voar an douar ; groet ive ma momp ar boneur, goude hon beach er bed-man, d’hen contemplin ha d’en meulin evit james.




SEISVET DEVEZ VOARN’UGENT


————


Jesus. — Jesus.


Hano Jesus neo qet eun hano ivantet gant an dud, an hano-man a disqen deus an env,