evurus : « Ar reflexion-man a antre qen don en he speret qen neo qet evit he lemel ; evit esa enem disober diout-hi, a sorti deus an ilis ; mont ha dont e ra dre ger, neo qet evit he fellaad ; antren e ra en he dy, tremen e ra an noz hep cousqet, hag an dez voarlerc’h e teu d’an ilis adaleg ma oa digor ; goelet e ra ec’hanoun, c’hoant a neus da zont d’am c’haad, mes ar respet humen hag an ourgouil hen c’hars bepret. Tremen e ra c’hoec’h heur en ilis ebars en eur brezel continuel gant-han ec’h-unan ; ouspen cant goech oa bet evit sortial, mes eun dra crevoc’h evit-han a re de-han distreîn : da greis-dez, a oel ec’hanoun o vonet er mez, ma c’heuil e ra, hag aru voar ar ru, ec’h c’houlen comz ous-hîn en particulier. Da diou heur, e teu d’am c’hamp, hag aboan oa de-han bean azeet, ma comans da scuil daero enem laret : Otro person, bean ec’h eus dirazoc’h eun den pehini an eus dilezet he Doue hag he fe ; pehini, aboe eis vloa ha tregont, a so ar sujet deus he basiono louz ; eun den pehini, mar ve abandonet de-han ec’h
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/175
Neuz