deus a vis guengolo 1847, goel deus a gonversion sant Augustin, eur medesin oajet a bemp bloa ha daou-ugent, pehini oa d’eus ar c’hoste pellan deus a Frans, enem gavas en Paris. O tremen dre ar blasen c’hanvet an Tado-Bian, evit monet da len ar c’heloïo, a oel digor ilis ar Verc’hes hag ec’h antre, hep intansion nemet d’he bisitan. Ar sermon e oa o comans : silao e ra, distro sant Augustin, voar behini a preseger, e ra impresion e voarn’han : neuse enem lar de-han ec’h unan : sant Augustin c’hoas hep fe, enem rent soubl d’ar c’hras : enem ober e ra christen, pratiqan e ra an oll deverio deus ar relijion hag ar pratiq-se a so bet evit-han eur zoursen a voneur a gontantamant beteg he heur divean, hag ar pen-coz deus eur gloar hag eur reputasion pehini a bad aboe qeit-so a amser ; ha me, me pehini a so ganet ha savet er memeus relijion, em eus-hi dileset aboe eis vloa ha tregont so. Aboe em eus hi abandonet ar relijion zantel-ze, ec’h oun sujet da basiono brutal pere em boureo ha pere na leront james : avoalc’h. Nallan qet c’hampec’h da ruian deus eun hevelep stad, na noun qen
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/174
Neuz