Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/173

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 172 —

hini ec’h eus roet dimp ! Da vezo biniget evit james an Doue-ze a vadeles pehini a neus dre he varo efaset hon fec’hejo, goalc’het hon ineo en he oad adorabl, pehini a neus toret hon chadenno, diroget hon setans a varo, distrujet domani Satan, unanet an env gant an douar, ha pehini a neus lezet genimp en he Ilis moïeno nerzus evit enem sovelaat ! Penos ive, Mari, ho trougarecaad, c’houi pehini ec’h eus hon prenet dre ho qalite a Vam ; c’houi pehini ec’h eus hon miret deus ar maro dre ar Freuz ec’h eus ganet. Ia, Guerc’hes, d’ar Freuz divin deus ho taou goste ec’h oun dleour deus an oll vado pere am eus resevet hag a resevan bemdez. Na scouisfomp qet eta, Mari, o tisclerian : Biniget eo ar Freuz ec’h eus douget.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 54.)


Silaomp c’hoas an otro Desjenett, person a ilis an Itron-ar-Victoario, o tisclerian an histoar deus distro eur pec’her. An driet