Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/169

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 168 —

e me-han, ha c’haad clasqet ar boneur en plijadureso ar c’hiq, hag en re ar bed, hag en lec’h boneur, nam eus cavet nemet mez, remors, hag anqen ; na biscoas nam eus c’hanaveet an evurusdet, na oaran qet petra eo ar peuc’h deus ar galon. » An dez voarlerc’h, hag en pad eis dez, e teuas bemdez da ilis an Itron-ar-Victoario evit pedin, sonjal voar he vue dremenet, len ar levr deus a Imitasion Jesus, goulen pardon deus he disurjo, hag evit suplian Doue da disqîn de-han petra a dlee da ober. Na oa qet pell evit santout ha compren penos a c’houle Doue digant-han a dlee enem oalc’hîn dimeus ar c’hrimo deus pere a nefoa enem vastaret, dre an dour efedus deus a sacramant a binijen ; mes he ourgouil na c’houle qet plegan : monet da goves e sell evel eun dra pehini na dire nemet ous an dud zempl, ha hep discadures. Deus eur peurs, a oel na neus qen moïen evit enem unanîn gant Doue ha gantan ec’hunan ; ha deus eur peurs all, e cav ze re humiliant ha re izel evit eun den a lezen hag a sqient evel enem zelle. Erfin, goude bean enem vroet breze en pad eur miz, a teu da enem