Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/170

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 169 —

drec’hîn, ec’h a da goves hag enem reconsili gant Doue ar bempet voarn’ugent deus a viz genver, goel deus a conversion sant Paul. Adaleg an dez-se, oa eur c’hristen mad ha fervant, ha goude bean tremenet en Paris eun neubeut mizio, evit en em grevaad ebars er pratiq deus ar vertu, ec’h eas d’he vro en pehini he gondu a so eur scoer deus eur vue reglet ha santel.


PEDEN.


O Mari, c’houi pehini a so biniget dreist an oll groage dre ho calite a Vam da Jesus, permetet dimp d’hon zro unissan hon moejo gant re an oll ligneo evit ho meulin en eur bublian hoc’h evurusdet. Plijet genac’h ive scuil eur loden, eur c’hlizen deus ar graso hep muzur ac’h eus resevet digant Doue, rag en eur vean Mam da Jesus ec’h oc’h hon esperans, hon madoberourez, hag hon silvidigez.