levr voar he doll (ar levr deus a Imitasion J.-C.) mui-ous-mui enem eston pa sonj penos na nefoa qet ar levr-ze, ha penos na nefoa den gallet hen digas ennon, pa eo guir a touge an alc’hoe deus he gamp. Zellet a ra ar bajen oa digor, hag a len ar c’homjo-man : « An den a vo puniset dre lec’h ma nefo ar muîan pec’het. » — « Ar setans-man a so guir, enem lar de-han ec’hunan, rag petra a so qiriet d’ar poanio a soufran hirie ? Netra, nemet ma ourgouil pehini na neus james goulet plegan ; netra nemet ma fasion disonest. An diou inclinasion fall-man a neus bepret renet em speret hag em c’halon, aboe ma vevan ; ma oll sonjesono, ma oll desirio, ma oll obero a so bet evit-he. Punisset ec’h oun dre lec’h am eus ar muian pec’het. » — Digorîn e ra c’hoas ar levr hag a len qement-man : « Na neo qet ous enem lezel da vont d’he basiono, mes ous enem resistan out-he e cav an den ar guir beuc’h en he galon. Ma bugel, divoalet da c’heuil ho tezirio direglet ; renonset d’ho polante ; leqet ho choausdet en Doue, ha Doue a roio d’ach pes a desir ho calon. » — « Clasqet em eus,
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/168
Neuz