Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/167

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 166 —

tîn he desirio brutal, ec’h antre en ilis ar Verc’hes, evit lezel da dremen an transport hag ar goler pere a verv en he galon, o oelet lemet digant-han an objet deus he basion. Na oel den en ilis, avans e ra er scroec’h, hag ec’h a da enem doll en chapel ar Verc’hes. Ennon en eun derjen a fulor, e teu da enem gemer ous Doue, hag en eur zerrîn he dorn, a losqa ar blasfemo man : « O ! mar eo guir a so eun Doue, perag ec’h oun qen malurus ? Mar a so eun Doue, me hen defi d’hen prouvîn d’hîn. » Er memeus amser o oelet statu ar Verc’hes, e lar de-hi voar ar memeus ton injurius : « O c’houi pehini a lerer a so consolation ar re valurus, soulajet ec’hanoun breman, mar goc’h evit hen ober. » En despet d’an insult e ra de-hi, Mari a silaou he c’houlen, hag a dousa eun tam he boan. Neuse en eur santout sicour ar Verc’hes, e teu d’he fedîn en eur laret : « O c’houi pehini a so consolasion ar re valurus, beet true ouzin. » Laret e ra ar beden-man beteg ter goech hag ous enem gavet soulajet, a tistro d’he dy. Soueset bras eo, oc’h antren en he gamp, o oelet eur