Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/166

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 165 —

muian tener, ar souten ar muian nerzus, an esperans ar muian asuret !


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, pajen 40.)


Eun avocat deus unan a gerio vrasan deus a Frans, oajet deus a daou vloa ha tregont, a nefoa resevet en he gentan ioanqis eun discadures christen ; mes laqet d’an oad a bemzec vloa ebars en eur scol deus an Universite, unan deus he vestro, den hep relijion ha libertin, a deuas da dallan he speret dre he voal genteillo, ha da gorompin he galon dre exempl desordren. En ber amser, e teuas da vean c’hanval ous he vestr, da laret eo, da dilezel Doue a gren ha da enem lezel da vonet hep dalc’h da basiono ha viso ar muian louz hag ar muian mezus. Ar vue malurus-se a gondue, pa dichansas da eun afer hen digas da Baris. Er ger-man, muioc’h evit james, e continu he libertinajo ; hag eun abardevez, evel ma tremene dirag ilis an Itron-ar-Victoario, ebars er momet memeus ma clasqe contan-