Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/165

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 164 —

neus-han douget qen alies ! Evurus an daoulagat pere a neus admiret gant carante eun Doue ha den asambles ! Erfin, evurus ar Verc’hes qen pur voar galon pehini eo bet reposet qen lies ar Mestr deus an oll graso !

O Mari, c’houi oc’h-unan a neus laret penos an oll lingneo deus an dud a deuje d’ho meulin ha da bublian hoc’h evurusdet : ar pez ac’h eus laret, Guerc’hes, a so bet guir en pep amser, mes bean eo muioc’h guir en amser-man, rag james an devosion evidoc’h neo bet na muioc’h fervant, na muioc’h commun. Biscoas an dud na neus discoet muioc’h a acqet en ho servich, na muioc’h a gonfians en ho protecsion ; biscoas ive, Mari, n’ac’h eus scuillet qement a c’hraso voar ar re pere enem adrese d’ac’h : pegen lies a bec’her memeus ar muian aheurtet pere hen hansav a greis ho c’halon, bean dleourien d’ac’h deus ho distro ! Pegen lies a famill en pere ec’h eus groet disqen ha ren ar peuc’h hag ar boneur ! Da begen lies a glanvour hag a den aflijet, ac’h eus roet ar iec’het hag ar gonsolasion ! En eur gir, bean oc’h evit an oll, ar vam ar