Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/164

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 163 —

dre ar freuz a dlee dougen, pen ar serpant fuloret evit ho c’holl. Mari o vezan bet choaset evit Mam da Jesus, Doue a so enem blijet da scuil evoar-n-hi he faveurio hag he c’hraso, evit he rentîn ding deus eur galite qen huel. Biniget ec’h oc’h, Mari, eme sant Bonavantur, deus eur venedicsion hep par, c’houi pehini a so bet ha Mam ha Guerc’hes asambles. Ar venedicsion a Vam en Mari, oa evit-hi ar soursen deus he oll benedicsiono all, rag dre ar galite-ze, eo deut da vean Esperans ar bed oll, rag abalamour d’ar galite-ze, bras ha bian, ar re just evel ar bec’herien, a dro ho daoulagat d’he c’haad, hag er memeus amser ma discleriont hec’h evurusdet, e c’hortoont sicour deus he gallout ha deus he madeles hep muzur.

Meulomp eta Mari deus eur c’hras qen bursudus pehini a neus-hi savet qen huel hag a neus-hi qen tostaet da Zoue memeus. Leromp eta da Vari gant eur joausdet zantel : Evurus ac’h int an daou goste en pere eo bet formet ar freuz a vue ! Evurus an diou vron deus pere ar lez a neus maget Map Doue ! Evurus an diou vrec’h pere a