Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/163

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 162 —




PEMPET DEVEZ VOARN’UGENT.


————


Benedicta tu in mulieribus.


Biniget ec’h oc’h dreist an oll groage.


Mari a so biniget dreist an oll groage, nonpas hepqen abalamour d’ar graso hep muzur pere a sav an ne-hi en env dreist an oll grouadurien, mes ispisialamant abalamour, dre breferans d’an oll groage, eo bet choaset gant Doue evit bean Mam da Salver ar bed : ar galite-ze a Vam da Doue a sav Mari da eun huelder a venedicsion pehini a dremen ar graso, ar venedicsiono acordet d’an oll groage asambles. Mari eo ar vroeg-se a venedicsion annonset aboe comansamant ar bed, pehini a dlee, dre he c’halite a Vam, rentan ar liberte da oll vugale ar vroeg coupabl, en eur vruzunîn,