Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/162

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 161 —

qenver an dez en pehini oa ganet, a nefoa ar bonheur da ober he gomunion gentan, d’an oad a daouzec vloa ha triuguent. An dez voarlerc’h, ec’h eas da gaad he govisour, hag a laras de-han : « Ma zad, an Ilis catholiq a so persecutet er vro en pehini ac’h oun ganet, n’am eus qet netra da ober en Paris, ma flas a so en toez ar gristenien deus an Allemagn : guir eo d’am oat na allin qet rentan de-he cals a servich, mes mar gallan crenvaad ho c’houraj en eur disclerian de-he ar burzudo deus a vizericord Doue em c’henver, e varvîn contant. »


PEDEN.


O Mari, c’houi gant pehini Doue a so bet en peb amser, obtenet evidomp, nîn ho ped, ar memeus gras, groet ma vezo Doue ive genimp bepret. Veillet e voar-n-omp ; soutenet hon sempladures, ha na bermetet qet e vemp james malurus evoalc’h evit enem separîn diout-han ; groet ma vezo Doue genimp, en peb dez deus hon bue, evit ma elfomp hen posedin genac’h en pad an eternite.