Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/160

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 159 —

pet hag he laq en he c’hodel en eur laret : Na guitaou qen ac’hanoun. — Er sul e peder c’hoas evit-han gant eur ferveur neve ha d’ar guener, ar memeus itron carantezus ec’h a d’hen guelet. Mes pebeus chanchamant ! Ar c’hlanvour a so joaus ha soulajet, hag en eur trugarecaad an itron, a lar de-hi : « A boan oa d’ac’h bean ma c’houitaat, breman a so eis dez, mac’h oun bet delivret deus ar sonjesono terrubl pere oa evidoun evel qen lies a daolio clenve. Bep noz aboe, am eus reposet en peuc’h. Dilun da noz ous enem zantout difunet dousic, a tigoris ma daoulagad, hag a oelis ma c’hamb o luguernin gant eur sclerijen extraordinal. Estonet, e clasqen enem rentan cont deus a gement-se, pa deuas d’em c’haad eun itron gouisqet en goen, gant eur visaj leun a vajeste hag a vadeles, hag a laras : penos oa poent d’hîn laqet fin d’am fec’hejo, pere a scouise justis Doue, aboe comansamant ma bue ; penos mar deujen da vervel er stad en pehini enem gavan e ven collet evit james, mes penos ive, mar deujen da chanch ha da enem reconsilian gant Doue dre sa-