Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/159

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 158 —

buan eur sonjeson spouronus em difun : seblantin e ra d’hîn bean qemeret, saisiet, traînet dirag eun tribunal, ha bean ennon barnet ha condaonet evit nonpas bean groet bolante Doue : bepret, en peb instant, ar sonj horubl-se a c’heuil ec’hanoun ; a garg e voarn’houn, hag a so ma boureo. Sonjet am eus len ebars en eur levr deus ar relijion gatholiq, evit esa dousaat ma foan ; goulet am eus unan digant ma mevel, hag a neus roet d’hîn c’heman (ar c’hatechis deus a Baris) : tranqilloc’h ec’h oun aboe hen lennan ; mes petra a deuîn-me vit an noz pehini a dosta ? Ma stad a so fourmus : na neus netra a gement na ven qet resolvet da ober evit enem delivran. — Dont a ra da sonj d’hîn, itron, em eus clevet ec’hanoc’h o coms, na neus qet pel, dimeus eur vedalen miraculus : petra eo ? — An itron, goude bean expliqet de-han petra oa ar vedalen-ze, a c’houl digant-han hag hen e neus c’hoant da gavet unan ? — O ! ia, beet ar vadeles da digas unan d’hîn. — An itron a ra binigan unan gant an otro Desjenett hag he digas d’ar c’hlanvour. Heman a sav deus he gador evit e reseo, a bog de-hi gant res-