Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/161

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 160 —

cramant ar binijen, ha da derc’hel eur vue neve, e promete penos Doue a roje d’hîn eun evurusdet hep fin : er memeus amser a tisparisas ; ar meurs hag ar merc’her da noz, oan difunet er memeus feson, hag a oelis ar memeus itron, pehini a laras d’hîn ar memeus comjo ; mes an daeret noz, ec’h ajoutas : Evit ar voech divean e teuan da reîn d’ac’h an avijo man : groet de-he attansion, mar qeret, rag ho silvidiges a depant diout-he. — Aboe, n’am eus qet goelet an ne-hi. O ! hen laret a ran resolvet mad ec’h oun da enem gonvertisan, da vean guir gristen ha da covesaat memeus. Mes penos hen ober ? N’ac’h anavean netra : contant ec’h oun da ober ar pes a vo urzet d’hîn ; oblijet mad ec’h oun da ansav penos a so eur Galloud a ust d’an den da behini a dle enem soumetin. » O clevet qement-man, an itron ec’h a da enem intent gant an otro Desjenett pehini a ro levrio gant pere ar c’hlanvour a alje enem instruin deus ar relijion. Goude ma nefoa ho disqet, ar pec’her paour-man enem voalc’has deus he vue a dirsurs dre sacramant ar binijen, hag en