Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/157

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 156 —

hen laqas entre daouarn eur mestr, pehini oa hep relijion, ha deus eur gondu direglet. Savet ebars en eur hevelep scol, a teuas bep ma avanse en oat, da lodenin gant he vestr he voal discadures hag he gorupsion : ha breman oajet a daouzec vloa ha triugent na neus qet a relijion nemet c’hini Voltair, da laret eo, hano Doue hepqen e ra de-han scrinjal gant euz ha losqel blasfemo. Evel ma anavean a ne-han aboe uguent vloa so, hag evel ma eo clanv, ec’h an d’hen goelet, bep pempzec dez, ha bepret d’ar goener. » Er sul, ar seisvet deus a vis mae, oa pedet evit-han ebars ofis d’ar Verc’hes, hag er goener deus ar memeus sun, an itron ec’h a d’hen bisitan evel ma oa he c’hustum. « Hen caad a ran, eme an itron, chanchet, hag he visaj a so trist ha jenet. Petra eta ec’h eus ? a c’houlenas a itron digant-han. — Na meus netra, na noun qet muioc’h clanv, mes ma speret, aboe dilun, a zo carget deus eur bern sonjesono, pere em scouis ha pere na allan qet da bellaad ; hag ar pes a eston ec’hanoun eo o oelet ec’h int sonjesono pere a zell ar