Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/156

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 155 —

bloa 1837, eun itron deus a Vro-Zoz ha pehini a bratiqe ar relijion gatholiq, a dremen da eis heur deus an noz dre ru Itron-ar-Victoario. Souezet o oelet sclerijen ebars en ilis d’ar c’houl-ze, ec’h antre ; ha d’er fin ar sermon, a cleo ar person, evel ma eo ar c’hustum, o recomandin pedin evit ar bec’herien. Pa oa achu an ofis, an itron a c’houlen digant ar re oa en he c’hichen petra a sinifi qement-se ? Goude bean goufeet penos en ilis-se oa eur Vreuriez deus pehini an oll mempro pere a so en Paris a deu da enem reunissan bep sul da noz evit goulen, dre intersesion ar Verc’hes, distro ar bec’herien, ac’h eas an dez voarlerc’h da gaad ar person evit goulen sicour pedenno ar Vreuriez en qenver eur pec’her deus he c’hanoudeges ; hag evit reîn da zantout pegen dies a seblante de-hi conversion ar pec’her-man, a laras d’an otro Desjenett, person deus a ilis an Itron-ar-Victoario : « Penos, an hini evit pehini hen pede da enem interesin, oa bugel d’unan deus a rouane an Allemagn ; penos, goude maro he vam, he dad hen digasas en Frans d’an oat a c’hoec’h vloa, hag